Diana hag Akteon

Diana hag Akteon
Tizian, 1556-1559
Eoullivadur war vezher
185 × 202 cm
National Gallery of Scotland,
Edinburgh
Bro-Skos

Diana hag Akteon a zo un eoullivadur war lien, 185 x 202 cm, graet etre 1556 ha 1559 gant al livour italian Tizian.

E welout a c'haller en National Gallery of Scotland en Edinburgh.

Bez ez eo unan eus un dastumad seizh taolenn graet diwar mojennoù tennet eus Metamorfozoù Ovidius a voe graet gant an arzour evit ar roue Felipe II, roue Spagn.
Livañ a ra Tizian ar mare ma tegouezh Akteon gant an doueez Diana p'emañ-hi o kouronkañ e-touez he nimfezed. Ha droug en doueez abalamour ma oa bet gwelet en he noazh. Ma troas ar paotr en karv ha ma voe lazhet ha drailhet e gorf gant e chas. E 1562 e livo Tizian un daolenn all diuwar-benn ar memes mojenn, Marv Aktaion.

Marv Aktaion, gant Tizian, 1562

Chomet e oa an daolenn e dastumadeg rouaned Spagn betek 1704. Er bloavezh-se e voe profet gant Felipe V d'ar c'hannad gall er vro.

E 1798 e voe prenet gant trede dug Bridgewater ha bepred eo perc'hennet gant an tiegezh, nemet e 1946 e voe prestet d'an National Gallery of Scotland.


Developed by StudentB